Ur "pride" kentañ a vo e Douarnenez 'benn disadorn
Evit ar wech kentañ e vo aozet ur Pride, pe kerzhadeg al lorc'h ma karit, e Douarnenez ar bloaz-mañ. 'Benn disadorn e tibuno ar pride e straedoù kêr ar pennoù sardin. Muioc'h mui e vez aozet kerzhadegoù e kêrioù bihan ouzhpenn d'ar re a zo dija er c'hêrioù brasoc'h. Mael a gemer perzh en aozadur. Displegañ a ra deomp petra zo kaoz da gement-mañ.
Klevet ho peus Mael eus aozadur ar pride e Douarnenez, a oa bet aterset gant Marianne Vaidie eus radio Kerne. Ouzhpenn d'ar gerzhadeg disadorn da 2e, e vo ivez ur fest-deiz, prezegennoù, un atalier boks ha sonadegoù e-pad an devezh. An holl ditouroù a vo kavet ganeoc'h dre rouedadoù sokial « Pride Douarnenez ».